Litus Saxonicum

Litus Saxonicum (="Aod ar Saksoned") a reer eus un hollad kreñvlec'hioù savet a bep tu da Vor Breizh e dibenn an Impalaeriezh Roman. Savet e voe e dibenn an IIIe kantved ha renet e oa gant Comes litoris Saxonici (="kont Aod ar Saksoned"). Er IVe kantved ne rene mui nemet war kreñvlec'hioù Enez Vreizh ("Comes litoris Saxonici per Britanniam"), tra ma oa renerien all e penn ar c'hreñvlec'hioù a oa e Galia. Chom a ra aspadennoù eus meur a greñvlec'h war aod kreisteiz Bro-Saoz.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search